AN ANDUILH - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.



Brudet eo ar gumun a-drugarez d’hec’h anduilh. Mogedet eo gant keuneud gwez faou, mui-pe-vui diouzh blaz pep hini. Lod a c’hell chom c’hwec’h miz zoken er siminal evit bezañ mogedet goustadikoc’h. Fardañ anduilh ne vez ket graet gant ar genaoueg ! E soñj emañ Philippe Danielou, e penn an embregerezh, da reiñ d’e anduilh ur vrud er bed a-bezh evel e Vire. Graet e vez pakadoù gant bouzelloù moc’h a lakaer en ur soroc’hell mogedet, sec’het ha poazhet evit bezañ debret yen.


Hervez hengoun ar c’horn-bro e vez prenet kriz an anduilh, e vez poazhet e-barzh ar bouilhoñs e-pad peder eurvezh ha debret tomm gant avaloù-douar. Lod o deus bet tro marteze da lenn pennadoù kazetenn diwar-benn kigerezh Danielou. Enoret eo bet gant “le Figaro” ha “l’Evenement”. Graet ez eus bet teulfilmoù ivez diwar-benn an embregerezh hag hec’h anduilh. Prizioù a zo bet roet ivez da Phillipe Danielou gant ur juri ! Ma tremenit dre amañ... deuit da dañva un tamm !

https://www.yelp.fr/biz/andouille-de-baye-baye


 


Produioù ar vro. Anduilh Bei
(troidigezh eus ur ur pennad bet embannet en Telegram d’an 29 a viz Gouere 2009)

Dre m’eo saourus eo brudet bremañ anduilh Bei e diavaez an departamant. Ur produ anavezet mat e bro Gemperle eo. Asantet en deus Philippe Danielou da zisplegañ deomp penaos he fardañ.

Holenet ha pebret e vez...

« Prenet e vez bouzelloù moc’h el lazhti. Lakaet e vezont holenet e-pad meur a sizhunvezh e-barzh ur fust. Goude-se e vezont lakaet da zisallañ ha netaet, da lavaret eo e vez tennet an druz. Goude-se e vez savet pakadoù ha pebret anezho. Goloet e vezont en ur soroc’hell graet gant bevin ha lakaet da vezañ mogedet e-pad meur a zevezh. Erfin e vezont poazhet e-barzh ur bouilhoñs e-pad 6 eurvezh. Lezet e vezont da yenañ e-barzh ur gambr yen, un nozvezh ha lakaet e gwerzh er stal ! »

Teuziñ a ra pa vez mogedet

War-dro 10 kg a bouez a zo en anduilh a-raok bezañ mogedet. Goude e chom 1,2 kg abalamour m’eo aet an dour hag an druz e teuz evit ar braz. Kroget e oa bet an istor e 1925 gant digoridigezh stal François Jegou. Heuliet e oa bet da gentañ gant e vab-kaer, Yves Danielou ha gant Philippe. « Pa oa bet kroget ganin e 1976, soñj am eus e fardemp gant ma zad un tregont bennak a anduilh bep miz. Deuet e oa ar produ da vezañ marc’h emgann an ti. Hiziv e savomp ur miliad a anduilh bep sizhun. 12 omp ». Goude bezañ bet tapet prizioù ha kalonekaet gant tud a-vicher evit kenderc’hel ganti, eo bet kavet he lusk gant an embregerezh. Brud vat a zo !

Tomm gant yod

Daou seurt anduilh giz Bei a zo : an anduilhenn hengounel hag an hini gant kig-sall. Diouzh blaz pep hini e vezont debret. « Kinnig a ran he debriñ tomm da bennveuz gant avaloù-douar pe yod : lakaet eo anat ar blaz dre m’eo bet mogedet. Meur a rekipe a zo : rondigennoù moan evit an digor-kalon, tellennoù e-barzh ur grampouezhenn gwinizh-du, regezer, rondigennoù pilliget gant kebell-touseg…». Dalc’hit soñj emañ Philippe Danielou pourchaser digen Gouel etrekeltiek an Oriant. Darempred : Philippe Daniélou, 180, straed Jean-Marie Carer, 29300 Bei. Pgz. 02.98.96.83.78.

 
Retourner au contenu | Retourner au menu