AN ARZOURIEN - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.

HENRI RANNOU
(skrid e galleg : Claude Quero)



Evel ar c’habiten Hadok, tudenn ruspin ha frank a veg, gant ur barv tev, ar gasketenn biñset war e benn, e vareuzenn kempenn hag an akordeon a-zindan dorn… N’eus kemm all ebet etrezañ hag ar « martelod » eus Bei hag a zo eñ entannet dreist…  boutailhañ bigi hollgaer, goueletinier ha pedergwernioù all evel  ar c’habhornerioù kozh e bourzh gouelieroù hirdreizheroù er bloavezhioù etre 1870 ha 1920.


Ganet eo Henri Rannou e 1950 er Su Penn-ar-Bed. Tremenet en doa ul lodenn vras eus e yaouankiz war an aod e porzhioù bihan evel Doelan ha Leskon. Eno en doa gwelet evit ar wech-kentañ boutailhadoù bigi ha lunelloù gouelieroù. Pa oa 15 vloaz en doa gwelet e-barzh ur gazetenn ur pennad a zisplege penaos boutailhañ ur gouelier ha kroget gantañ da sevel unan... N’eo morse chomet a-sav goude-se. Dek vloaz war-lerc’h, en doa graet anaoudegezh gant Victor Bernard, bet kabhorner a vordoe war pedergwernioù kevredad “armement Bordes” ha lunellour-bigi e mirdi ar mor e Pariz. O vezañ bet o kejañ ouzh tud a-vicher e oa aet war-raok  a-fet teknik hag anaoudegezhioù war tachenn lunellouriezh ar mor. A-neuze, en doa kroget da grouiñ diaporamaoù e boutailhoù (bigi leurennet, dremmvroioù an aod, regatoù, chaseal ar c’hwezher bras, h.a.). Aozet e vez gantañ diskouezadegoù e Breizh (e Kemperle, Doelan, Konk-Kerne, Douarnenez) hag en estren-vro, e bro Iwerzhon da skouer ! Kavet e vez ivez e oberennoù er gazetenn "le chase marée" ha kemer a ra perzh evit sevel pennadoù a-galite enni. Gwelet e oa bet war FR3 da vare ur gelaouadenn en abadenn "Littoral".

 

MICHEL ROUXEL
(skrid e galleg : Claude Quero)




A orin eus Aodoù an Arvor, eo chomet Michel Rouxel a-sav gant e familh hag e donezon e Bei abaoe 3 bloaz bremañ. Disachet e oa bet war galv al livioù hag al livourierezh abaoe ma oa 15 vloaz. D’ar mare-se e heulie e Pariz kentelioù al livourierezh Charpentier gant raktresoù ha mennozioù leun e benn. Tapet e oa bet gant an dasparzherezh bras hag a sorbe tout e amzer. Koulskoude, en doa kaset da benn e luzadoù a grouidigezh e servij ar genwerzh dre ar bruderezh, ar c’hinklerezh ha talvoudekadur an takadoù-kenwerzh. Gouestlañ a ra bremañ Michel Rouxel e amzer da livañ abaoe 10 vloaz. Impresionour a-vremañ, e tedi e dodennoù diarluniek da Vreizh, ha dre vras da Bont-Aven, da Roz Braz e Rieg ha da Gemperle. Ouzhpenn dremmvroioù ha morlivadennoù, o deus an habaskaennoù hag ar romantelouriezh o flas ivez e labour Michel Rouxel. E ziskouezadegoù e Voisins Le Bretonneux ha Dampierre-en-Yveline o deus graet berzh.
E miz Du 1998, goude un diskouezadeg e Linas, e departamant an Essonne, en doa gounezet priz bodadeg-ar vro ha da heul priz Angerville er memes bloavezh. E 1999 e oa deuet gantañ priz Lion's Club. Ur gwir arzour !



 
Retourner au contenu | Retourner au menu