AN DACHENN GAMPIñ - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.


Abaoe un nebeud bloavezhioù ez eus deuet ur stil vakañsiñ nevez : an distro d’an natur. Gwir vakañsoù hiziv an deiz : un deltenn hag ur voutailh dermos ! C’hoant hoc’h eus tremen vakañsoù e-barzh ar gumun ? Hoc’h-unan, a-zaou, pe gant ho familh...  Plijet e vioc’h gant perzhded an degemer, an obererezhioù, ar servijoù hag an dudioù. E-barzh ul lec’h dudius e tizoloit bevañ war ar maez gant ar mor 15 kilometr hepken ac’hann. Kampiñ a zo muioc’h eget un dudi evit lod, ur mod bevañ eo. Met a-raok kregiñ ganti, gwelloc’h dibab mat an dafar da zegas : Kit da gousket dindan un deltenn, bezit asur da gaout frankiz !


E-pad ar vakañsoù, pell diouzh ar stres ha diouzh al labour, eo ar mare gwellañ evit adkavout e gorvez vevedel hag an natur. Met gwelloc’h eo kaout an dafar a zere evit mirout da dreiñ an nozvezhioù e gwall eñvorennoù. A-benn neuze, eo pouezus kemer amzer da zibab an aveadurioù mat hag evel-just an doenn : en degouezh-mañ al lien. Evit ar re a gav gwelloc’h bevañ en aezamant, zo tiez heloc’h ivez. Darvoudoù ispisial a vo kinniget d’ar re vihan ha d’ar re vras : poull-dour, c’hoarioù evit ar vugale, volle, tennis taol, tachennoù sport, nozvezhioù kampiñ. Boued war al lec’h pe da gas ganeoc’h. Ul leti eo ivez “L’abri de l’océan”. 10 kambr a zo. Ouzhpenn e c’hellit mirout ur sal a 200 plas evit ho nozvezhioù.

http://www.alabridelocean.fr/


 
Retourner au contenu | Retourner au menu