AN TI KRAMPOUEZH « LA SALAMANDRE » - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.

AR C’HRAMPOUEZH


Krampouezh gwinizh e Breizh Izel (e kornôg al ledenez) pe galetez gwinizh-du e Breizh Uhel (Bro c’hallo). Gwechall e vezent debret gant peizanted a lakaent warno amann-sal pe c’hoazh ur vi nemetken… Hiziv e vez debret ar c’hrampouezh hag ar galetez gant vioù, kig morzhed-hoc’h, anduilh, keuz pe c’hoazh sukr pe kaotigell. Lipous e vezont debret a-gevret gant ur chopinad sistr pe laezh-trenk, laezh dibar a Vreizh, un tamm go (Diforc’h a vez graet etre ar c’hrampouezh fardet gant gwinizh hag ar re fardet gant gwinizh-du). Dre vras e lakaer boued-dous war ar c’hrampouezh gwinizh, boued-sall war ar c’hrampouezh gwinizh-du.



Gouel ar Gouloù a vez lidet d’an 2 a viz C’hwevrer. E-barzh kalon ar re vihan hag ar re vras eo gouel vras ar c’hampouezh an devezh-se ! Ur blaz ispisial a zo gant ar Chandelour, blaz ar c’hrampouezh a vez fardet gant ar familh, ar vignoned. Da biv eo da dripal ar grampouezhenn gant un arzorn mibin, da dreiñ ar balarenn gant an dorn dehou o terc’hel ur pezh aour gant an dorn kleiz ? Arabat d’ar pezh kouezhañ na pegañ ouzh ar sel. Dont a-benn a zegas eürusted hervez al lavar. Den ebet ne gred, met pep hini a glask peogwir ma teuer a-benn, morse ne vanker a arc’hant ar bloavezh-pad. Mont a ra pell ar brizhkredenn.



Ouzhpenn tripal ar grampouezhenn gentañ gant ur pezh aour e veze rollet en-dro dezhi. Ar pakadig a veze douget gant ar familh a-bezh pa veze prosesion ha lakaet e veze a-us armel kambr hini koshañ an tiad evit mirout outi da louediñ. Bruzhunailhoù krampouezhenn ar bloaz paseet a veze dastumet hag ar pezh roet d’ar paour kentañ a dremene. E-touez Akadian Enezenn-Priñs-Edouard e veze  aozet ur gest evit sikour tud paour ar barrez. Kavet e vez e Bei un ti-krampouezh breizhat gant ur voger mein.

https://www.tripadvisor.fr

 

EUGENIE
(troidigezh eus ur pennad bet embannet e Ouest France)

Hag anavezout a rit an ti-krampouezh anvet “La Salamandre” e Bei ? Ket ? Anavezout a ri Eugénie memestra ? Ket ? Emaomp o vont da sikour ac’hanoc’h : Eugénie eo anv ar jak staliet war ar riblenn-straed hag a salud ac’hanoc’h bewech ma tremenit dirazañ hag a lak ac’hanoc’h da gaout c’hoant da chom a-sav.
« Kavet e oa bet e-barzh ur stal e Gwened gant ur paotr bet mevel en ti-krampouezh. Livet em eus anezhañ ha staliet anezhañ war ar riblenn-straed. Berzh en deus graet diouzhtu. An dud a dremen a salud anezhañ. Tud all a gorn gant o c’hirri. »
Ha perak an anv koant-se ? « Amañ, gwechall e oa un ti-kafe-botaouer dalc’het gant Eugénie. »


Pell-zo e oa, a-raok na brenfe Gaby Limbour hag he gwaz an ti evit digeriñ ur c’hozhkailhoù, deuet da vezañ hiziv un « ti-krampouezh-diskouezva. Un dismantr e oa. Adnevesaet eo bet penn-da-benn ganeomp ».


 
Retourner au contenu | Retourner au menu