AR C’HOUIGN AMANN - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.


AR C’HOUIGN AMANN
(troidigezh eus ur pennad bet embannet en Telegrame 2009)



Gant Frederic Jegou, pastezer e Bei, eo bet tapet priz-korn-bro ar c’houign-amann gwellañ. Ur blijadur evitañ, dre ma oa bet c’hwec’h vloaz a-raok na vefe bet tapet gantañ ur priz evit e wastell komer. « Lorc’h ha plijadur» evit Frederic Jegou, nevez-medalennet gant priz ar c’horn-bro, beuzet en e levenez. « Tizhet ar pal ganin !» eme Frederic Jegou. Ha d’e 39 bloaz eo ar pastezer kentañ eus Su Penn-ar-Bed da dapout ar priz « L’assiette ».

E sekred kegin : an taol kont

N’eo ket bet simpl an traoù evitañ. Abaoe ar bloaz 2000 ma oa bet krouet priz ar c’horn-bro e rae tro-wenn Frederic Jegou, daoust ma oa an ti-bara en e familh abaoe  1925. Diriaou tremenet eo bet plijet gant e labour ur juri a drizek den a-vicher bodet e Ploufragan (22). Koulz ar mod-kinnig, gwiadezh ha blaz e wastell a oa bet war deod an holl dud, evel ma oa an 51 all. An amzer poazhañ hag an taol kont a zo bet kemeret muioc’h e kont. Daoust ma’z eo anavezet ar rekipe (bleud, dour, dienn, holen, sukr, goell hag amannenn sall), « e ranker doujañ ouzh ar gwrezioù hag ouzh an amzer poazhañ », emezañ. « Goude-se eo an taol-kont ar pouezusañ ». Ne lavaro tra ebet ouzhpenn ar paotr a-vicher. Dalc’het start eo gantañ e sekred. Un donezon prizius a zo gantañ hag a lak e re da vezañ fier, Anaïs ha Salomé, e verc’hed, en o-zouez.

« Un tu eus an terouer »

Trizek vloaz zo eo bouloñjer ha pastezer Frederic Jegou, met pa oa pemzek vloaz e ouie dija e rafe ar vicher-se.  E CAP war ar bouloñjerezh hag e desteni mestroniezh war ar pastezerezh tapet gantañ, gouzout a ra emañ o vale war roudoù e dad-kozh, e eontr hag e dad, o terc’hel gantañ hengoun, hag en deus bountet warnañ evit kenstrivañ. « Ur produ eus ar vro eo ar c’houign-amann, ha brudañ a ra an artizanelezh ha Breizh », emezañ. « Ur fleurenn eus an tu » eo ar c’houign-amann. Brudet eo kumun Bei evit hec’h anduilh hag he chouchenn, met ivez evit he c’houign-amann. « Ur gumun troet war ar geginerezh eo Bei, un tu eus an terouer ». Dre forzh kenstrivañ e plij muioc’h-mui ar c’henstrivadegoù da Frederic Jegou. Er bloavezh 2003 en doa tapet ar priz kentañ evit e wastell komer. E miz Gouere e kenstrivo ur wech ouzhpenn... evit priz ar gwellañ gwastell komer.

 
 
Retourner au contenu | Retourner au menu