AR REDVA-CHAS - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.

AR REDVA-CHAS
(skrid e galleg : Claude Quero)


Ma klevit diwar-benn Bei anv eus sloughi, barzois, salukis pe whippets, na soñjit ket ouzh liorzhañ pe hevlezouriezh, emaomp gant gouennoù levrini (18 a zo en holl). Kalz anezho a red war tro redva-chas Bei , roudenn evit levrini. Sellet outo o redek a zo ur gwir abadenn a gendalc’her da zisplegañ c’hoazh goude degouezh an hini diwezhañ. Al levran, ki-chase dreist pep hini, ne c’hell ket ken bezañ lakaet da chaseal e bro-C’hall abalamour da lezenn an 3 a viz Mae 1844.

 


Koulskoude, e chom daou ziskoulm evito da ziskouez o bondougoù : an amprou war ar redva-chas, anvet redadenn pe racing hag a zo diazezet war an tizh hepken. Redet e vez war ur ruilhenn anvet redva-chas, daou gorn-tro bras ha div linenn eeun ennañ. Savet eo ar roudenn gant traezh pe geot. Al loc’herien a zo 6 d’ar muiañ dre redadenn.  Lakaet e vez da loc’hañ e-barzh boestoù a zigor war un dro.

 

Pa tigoront, e lamm an holl levrini war un dro. Daou zoare da stlejañ un touell a zo e bro-C’hall : Unan, anvet lapin fisel, a vez implijet war ar roudennoù bonnet gant ur gordenn. Ur c’heflusker a bun neud renet gant poleoù staget war ar roudenn. Didrouz eo an doare-se. An eil a zo aveet gant ur roudenn diabarzh hag a servij da ren ur c’heflusker pellurzhiet (keflusker un dreujerez da skouer). An touell a zo graet gant korreoù plastek gwenn renet gant un toueller hag a zalc’h anezhañ etre 20 ha 30 metrad dirak al levran kentañ. An doare-se gant roudennoù a zo staliet war redva-chas Laferté-sur-Amance. Un darvanadenn a chase eo amprou ar poursuadegoù a-wel an touell pe coursing. Daou gevezer a red war-lerc’h un touell war un hentad a za etre 500 metrad hag ur c’hilometr dre vras. Un hentad a slalom gant kornioù-tro eo hag a lak da soñjal er redadenn gedon skoilhoù enni. War tachennoù naturel e vez redet. Daou ha daou e red al levrini. Ar varnerien a ro poentoù diouzh a-bep-seurt dezverkoù : an tizh, an harz, an herrder, ar mibinder , pakadur an touell.



http://les-levriers-de-cornouaille.blogspot.fr/

 
Retourner au contenu | Retourner au menu