AR SPORTOURIEN - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.

AR MELLDROAD


E 1976 e oa bet krouet ur skipailh sportourien yaouank ha youlek evit c’hoari war tachenn an Treoù-Kerne.  Dilojet e oa bet ar c’hleub div wech, e Kervidanou e 1977 hag e « Le Vieux Verger » (« L’abri de l’Océan » hiziv an deiz) e 1979. Dindan renerezh Paul Hingant ha Jo Christien, en doa ar skipailh c’hoariet da gentañ en 3de rummad ha goude er rummad 1añ. Staliet e oa ar c’hleub straed Talbotec e Bei.

 

Goude bezañ bet kemeret e karg ar c’hleub gant Lili Magré ha Jean Marec e oa bet kaset c’hoarierien mell-droad ar rannvro da lipat pri gant ar re ruz ha du deuet da c’hoari evit ar gib. Ar bloaziad a enor a oa aet gant ar skipailh pennañ e 1992/1993 hag e 1993/1994 a-drugarez d’ar vreudeur Le Goc, da Jean-Yves Sellin, da Jacky Thébault ha d’ar gourdoner Bernard Morvan. Kenderc’hel a ra hiziv skipailh Bei da c’hoari diouzh e gamm ha gant ar pezh a zo diardoù hag en un doare kengouviel ! Ma plij deoc’h c’hoari melldroad... kit e darempred gant kevredigezh-sport Bei : Plas a zo atav evit an dud entanet !


http://asbaye.footeo.com/



 
Retourner au contenu | Retourner au menu