BALEADENN DAMBELL - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.

KEMPERLE


Kemperle, porzh bro Gerne, a sav oc’h heuliañ saon al Laeta. Anvet eo “keoded an 3 stêr” hag al Laeta eo anv ar stêr adalek an Ele hag an Izol. Etre goueled-kêr ha gorre-kêr, emañ war varc’h Kemperle etre Kerne, tu dehou ar stêr ha bro an Oriant en tu kleiz. Ur gumun karget a istor eo, met troet groñs war an dazont. Awenet ez eus bet kalz a arzourien gant douster ha kaerder Kemperle.

https://paradisauvage.com

AN INIZI


C’hoant da fiñval pe da vont pelloc’h... kavet e vez meur a enezenn hag a zo disheñvel an eil re hag ar re all er su da Vreizh. Disheñvel int diouzh ar re all abalamour d’o zorosennadur, oc’h annezva, oc’h amzer, o mojenn ! Ar pezh a zo boutin etre Inizi Breizh a zo un derc’h eus an natur. Karr-tan ebet pe dost evit ar re vrasañ. Un natur peuz-didorr ha gwarezet gant karantez. Bezit sur da vezañ digêret ! An inizi tostañ a zo... Enez Groe, Enez Houad, Inizi Glenan. Deomp da lestrañ !


http://www.vedettes-odet.com

AR C’HOAD


Koadeg domaniel Kloar-Karnoed a zo lec’hiet war ribl al Laeta war harzoù Penn-ar-Bed ha Mor-bihan. Gwelet e vez enni spesadoù struzhek a-bep-seurt hag aspadennoù kastell Comore lezanvet Barbe-Bleue.

LIORZH-LOENED


Ar park "Le Quinquis" a bed ac’hanoc’h da zizoleiñ loened en o frankiz e kreiz un draoñienn glasvezus a 8 hektar. Un dudi eo mont da bourmen tro-dro ar stankoù ha ur garzhaoueg dibar. Disheñvel eo ar park eus ur zoo. Gallout a rit flourañ al loened. Liorzh-loened ar C’henkiz straed ar Pouldu 29360 Kloar Karnoed 02.98.39.94.13

http://www.parcanimalierduquinquis.com/

AR PORZHIOÙ


Belon, Brigneau, Merrien ha Doelan, porzhioù dudius, a desten eus un obererezh-mor kreñv. Dudius gant o dilested, eus ar porzhioù e vez loc’het evit mont war ar gwenodennoù-bale. Ar bourmenerien a zizoloio hag a vo souezhet gant ar pennkêrioù staliet e-barzh ur struzh strudus frondoù a-bep-seurt ennañ. E porzhioù bihan ‘zo, diouzh al lanvioù, e c’heller kaout produioù ar mor erru freskik.


AN TRAEZHENNOÙ


Bevit diouzh lusk al lanvioù ! Dizoloit an traezhennoù hag an oufoù bihan !  E 1889 e oa bet degemeret Gauguin er Pouldu, kouronklec’h bihan dudius. Traezh Meur, Bellangenet ha Kerou eo an teir dreizhenn vravañ. E Molan, Kerfani a zo ivez un draezhenn brav-eston gant dourioù glas-turkvaen hag ur struzh a bin gouez. Deuit hardizh gant ho dilhad-konronkañ !!!


KARNAG


Unanidigezh iskis etre ar Meurvor ha meurvein, etre an amzer dremenet hag  an amzer a-vremañ, e tegas al lec’h muioc’h a c’houlennoù eget a respontoù. Hiziv an deiz e kaver c’hoazh taolioù-mein, peulvanoù ha krugelloù war al lec’h. War-dro 3000 meurvaen a zo. Brud Karnag ez eo er Mor-Bihan !

http://www.tourismebretagne.com/


MANER KERNOD


Grignol bannoù-koad nemetañ e Breizh, daou balenn-moger eus ar Flandrez rummad “les amours des Dieux” , ur werenn-livet eus ar XVIvet kantved hag a ziskouez ar roue a ra eus Kernod ul lec’h heverk. Pal an dachenn bet savet er XVvet kantved a oa al labour-douar. Ur park hag a gas ac’hanoc’h dre e heñchoù e kreiz an natur gwirion a zo en-dro d’ar maner. Un dachenn sevenadurel kreizennet war arzoù ar c’homz eo ivez. Maner Kernod 29300 Mellag Pgz. 02 98 71 90 60
http://famille.tourismebretagne.com


PONT-AVEN


Pont-Aven, anvet kêr al livourien a zo bet atav kêr an arzourien a glaske awen : straedoù bihan, tiez dibar, meilhoù kozh a vez kavet war riblenn ar stêr.  Chomet eo Pont-Aven ul lec’h kaer-eston e-maez ar c’hiz a blij kalz. Paul Gauguin a zo unan eus al livourien a vez damveneget pa vez kaoz eus Pont-Aven. Gallout a reoc’h gwelet e oberennoù ouzhpenn reoù all e-barzh tiez-skeudennoù ar gumun. Etre krommelloù, galetez Pont-Aven a zo brudet ivez er gumun ! Deuit eta da c’hwistolat er straedoù !


http://www.fr.francethisway.com



 
Retourner au contenu | Retourner au menu