CHOUCHENN - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.



Ar chouchenn eo an anv brezhonek roet d’ur boeson alkoolek, anvet ivez Chamillard e Gallaoueg. Evaj an doueed, an drouized hag an dud nevez e oa. Dont a ra he brud fall er vro abalamour d’ar re gozh, a gont bepred un eñvorenn fall bennak goude bezañ lonket re a chouchenn. Adlakaet eo bet war ar marc’hadoù gant gwenanerien entanet. Dour, mel ha goell naturel a za da ober chouchenn ha setu tout.

 



Ur boeson dous e vlaz eo. Ouzhpenn 14 derez alkool zo er chouchenn. Hiziv an deiz e klask muioc’h an dud evañ ur chouchenn sec’h, milzin.
Emaomp o vont da gontañ deoc’h un nebeud gerioù diwar-benn obererien bennañ ar produadur : e-barzh ur ruskenn ez eus 40 000 gwenanenn dre vras, ur vamm-wenan en o zouez. Buhez al labourerezed a zo berr (5 pe 6 sizhunvezh en hañv). Mervel a reont abalamour d’al labour.


Ur wenanenn a c’hell dougen 50 miligramm a nektar an nijadenn. 100 000 km mont-dont (2 pe 3 km dre nijadenn) a zo ezhomm evit kaout 1kg a vel, 40 000 nijadenn eta. Dav eo lavaret eo ar gwenan ret evit kempouez an natur. A-drugarez da labour ar bouderezed kalonek-se eo e c’heller kaout frouezh, legumaj ha gwinizh.


http://www.apiservices.biz/fr/lozachmeur




E Bei e vez fardet ar gwellañ chouchenn
(troidigezh eus ur pennad bet embannet en Telegram d’ar 24 a viz Eost 2015)


Un dudi hag ur vicher eo labourat gant ar mel evit ar familh Lozachmeur. Ur rummad nevez a zo degouezhet e penn an embregerezh.

Istor stal-vel bro Gerne a oa kroget e 1929 gant François Lozachmeur. Abaoe e vez savet ar chouchenn e Bei, war hent Kemperle. Al labour bet kroget gantañ a vez kendalc’het gant 5ved rummad e familh, dindan evezh Gilles, war e leve abaoe ur bloaz bennak. E wreg, Martine a zo amañ c’hoazh, gant o bugale, Julien hag Alexandre. D’he soñj n’eus sekred ebet : « N’eus nemet ur seurt chouchenn : ar chouchenn ». Hag evit ober gwir chouchenn breton, ez eus ezhomm mel, mel mat.

Labourat a ra ar familh Lozachmeur war « ur vicher karet ganti », karantez ouzh ar produ, ar produ mat. Fardet e vez chouchenn a-drugarez d’ar mel ha d’an dour e go. « Hengoun ar c’horn-bro hag ar familh eo », eme Martine Lozachmeur. « Fardet e vez chouchenn ganeomp abaoe 1929 ». A-bouez eo kenderc’hel, chom hep lezel ar produ da vervel. » Gwechall, e oa a-walc’h gant ar meloù-tiegezh hag eus ar vro. Hiziv e teuont eus lec’hioù all. « Labourat a reomp gant gwenanerien eus bro-C’hall a-bezh. Ezhomm ez eus meloù ispisial evit fardañ chouchenn vat. Ezhomm ez eus mel kreñv, teñval, gant blaz… » Meloù bleuñv ha mel gwinizh-du a zo rediet. An doare da ober a vez kaset a-rumm-da-rumm. « N’eo ket posupl displegañ an tu-se, a lavar ar familh. An dorn eo, ar rekipe, an doare ober, ar feeling ».

Brud vat

150 000 litrad a vez produet. Pemp implijad a labour a-drugarez d’an embregerezh, unan hanter-amzer en o zouez, karget kentoc’h eus ar marc’hadoù. War marc’hadoù Molan, Kemper, Kemperle, an Oriant, Benoded, Konk-Kerne ha Kraozon e vez gwelet an embregerezh. Ouzhpenn gwerzhañ a-vras pe a-vunut e produioù ha lakaat d’o zañva en tiez-krampouezh, e fard ivez chouchenn evit ar wenanerien. Lakaet e oa bet ar chouchenn da vezañ anavezet e bro-C’hall gant stal-vel bro Gerne. Evit-se en doa roet ministr an artizanerezh, Jean-Pierre Raffarin, d’an embregerezh priz ar « Mercure d'or » e 1995. « Stardet em boa e zorn dezhañ », en deus soñj Gilles Lozachmeur. « Ha dalc’het eo bet ar skeudenn », a lavar e wreg.

An ozhac’h, evel m’o deus e re lezanvet anezhañ, a zo hiziv war e leve. « Fardañ ar produ betek-penn, setu ar pezh en deus lakaet anezhañ da zasseniñ. Em amzer, ar chouchenn ne veze ket dalc’het mat, ar stouvoù a gouezhe eus ar boutailhadoù, divoull e oa. Deuet omp a-benn da fardañ ur chouchenn a blij d’an dud, hag a blij c’hoazh abalamour ma teu ar wenanerien du-mañ ».

Eilet e vo ouzh Gilles Lozachmeur gant Alexandre Lozachmeur, 39 bloaz ha bezant en embregerezh abaoe ur pemzek vloaz bennak hag e vreur Julien, distroet war barlenn e familh ur bloaz hanter ‘zo. Abaoe o bugaleaj e klevont komz eus mel ha chouchenn. « Lañset ez eus ur rummad nevez, a lavar Julien Lozachmeur. Ur produ mat a lak ac’hanon da vezañ fier. Ne cheñchimp ket. Ar memes produ a vo, graet mod artizanel ».

Stal-vel bro Gerne, mel ha chouchenn, 400, hent Kemperle, Bei. Digor bemdez etre 8e30 ha 12e hag etre 1e30 ha 7e noz. Serr d’ar Sadorn ha Sul. Pgz : 02 98 96 80 20


 
Retourner au contenu | Retourner au menu