GLAD - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.

Un nebeud lec’hiadoù henoniezh a vez kavet e Bei, lod eus ar ragistor, lod eus ar mare galian-ha-roman. Kavet e vez el lec’hiadoù ragistorel roudoù eus ar maezioù kentañ gant feurmioù mogeriet gant fozioù pe peulgaeoù. Un nebeud roudoù a chom ivez eus ar mare galian-ha-roman : teol, tammoù houarn teuzet, podoù-pri-poazh, pezhioù arem, h.a.

Ur bern kalvarioù a zo e Breizh dre ma oa ar c’horn-bro kristen-tre. Meur a hini a zo e Bei. En hentoù bihan e weler anezho. Un arouez gwarez eo ar groaz abaoe ar XVIvet kanved. Heñchañ a ra ar veajourien ha gwareziñ a ra anezho diouzh an dianav ha diouzh al laeron. Ul lec’h pirc’hirinañ e c’hell bezañ. Bep bloaz, da vare Sul ar Bleunioù e veze ur prosesion a-bouez betek ar groaz a veze benniget.

 
Retourner au contenu | Retourner au menu