HEÑVELSTUMMOÙ - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.

HEÑVELSTUMMOÙ




Hor c’humun a zo anvet Bei (Baye e galleg), met ouzhpenn ur gumun a zo en anv-se. Ur gumun e departamant ar Marne e Champagne-Ardenne a zo ivez Baye hec’h anv. Poblet nebeutoc’h eget hon hini... 393 kêriad a zo enni, sifr roet da vare niveridigezh 1999. Ar gumun a zo 17.98 kilometr karrez enni. He boneg post a zo 51270. Gallout a reomp ivez kinnig deoc’h kumun Bazolles ! Perak ? Peogwir er gumun-se (300 kêriad enni) ez eus ur gêriadenn anvet Baye. Anavezet eo an anv kêriadenn-se evit he stank kalvezadel 74 hektar enni  hag a zo tost da stank Vaux 130 hektar enni. War stank Baye e c’heller bageal dre lien... katamaran, driver, triak, h.a.

 


Ma ne ouezoc’h seurt ebet eus ar moraerezh, ur skol anvet “skol gall al lien”  a zo e Baye hag e c’hell reiñ kentelioù deoc’h. Diaesoc’h c’hoazh da grediñ, div gumun anvet Baye a zo ivez e bro Mali ! Baye e rannvro ar Mopti : Un rannvro lec’hiet en ur gelc’henn savanenn. Daou amzer a zo. Hini ar glaveier etre miz Gouere ha miz Gwengolo hag an hini sec’h etre miz Here ha miz Even. An rannvro-se a zo lodennet e kelc’hioù, ar pezh a zo anvet du-mañ isrannadurioù. 8 kelc’h a zo.

 


Baye a zo ul lodenn eus kelc’h Bankass 12 kumun ennañ evit 282 kêriadenn. 240 386 kêriad a oa e 2006 er c’helc’h-se. Al labourerezh-douar a zo an obererezh armerzhel pennañ. Gounit a reer dreist-holl mell ha sorgo. Baye e rannvro Kayes : E Mervent pellañ ar Mali eo lec’hiet war harzoù bro Senegal ha bro Gine. Gant un hinad tomm-berv, brallañ a ra ar gwrezverk etre 25 derez ha 42 derez. Daoust da-se e chom al labourerezh-douar an obererezh armerzhel pennañ. Evel rannvro Mopti... rannvro Kayes a zo lodennet e kelc’hioù. Baye a zo e kelc’h Kenieba 132 848 kêriad ennañ. (niveridigezh 1998).


 
Retourner au contenu | Retourner au menu