MARC’HADOURIEN-RED - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.

Marchelino, d’ar Sadorn noz
(troidigezh eus ur pennad bet embannet en Telegram e miz Gwengolo 2017)


Ar Marchelino, ar c’hamion pidzaioù war ar prim a zo perc’hennet abaoe an 8 a viz Gwengolo 2017 gant daou zen yaouank. A orin eus Rieg o deus divizet Nathalie Le Bourvellec ha Sébastien Nicolas labourat war ar werzh war ar prim goude bezañ bet stummet evel pizzaïoli a-vicher e Bordeaux.  « Divizet hon eus derc’hel ar memes anv evit ar c’hamion. Kinnig a reomp pidzaioù, saladennoù, sandouichoù kebab, tagliatelle ha daou veuz hengounel, ar stivellegenn mod Arvorig ha morc’hed-hoc’h - kig-sall rostet an ti », a lavar Nathalie Le Bourvellec. Skiant-prenet a zo ganti war ar pretierezh, labouret he deus er Marco Polo.
Ar Marchelino a vez e Bei d’ar Sadorn  (a-dal d’ar skol)



 
 


AR SUL VINTIN


Un hengoun poblek eo, ar c’hallaoued a blij dezho ar marc’had. Bep Sul etre 8eur vintin ha kreisteiz e Bei war plasenn ar skol. Ul lec’h ret eo evit an dud a blij dezho ar produioù fresk. Madelezh ar produioù ha keneilded ar genwerzhourien a blijo deoc’h.


 

« CELTIC PIZZA », D’AR MEURZH NOZ



Lod a gav gwelloc’h un toaz fin hag a zrask, lod all un toaz stank ha bouk. N’eus forzh, sot omp gant ar pizza ! Dre chañs, n’eus ket ezhomm mont da vro Italia evit debriñ ur pizza lipous. Kit da gaout Patrick evit ma vo fardet ar pizza hoc’h eus c’hoant. Buon appetito !





 
Retourner au contenu | Retourner au menu