SERR-LAGAD - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.

TF1


Gwenaelle a zo ganet amañ. Bevet he doa he yaouankiz er c’houmanant tiekaet gant he mamm. Evel ma oa d’ar c’houlz-se e tremene al labour da gentañ dirak desaverezh ar vugale, da lavaret eo ne oa ket amzer evit an digoradur war ar vuhez. Met gant youl ha labour eo deuet Gwenaelle da vezañ kelaouennerez war TF1. Goude bezañ tapet un aotreegezh e Pariz, heuliet he doa studioù e skol uhelañ ar c’helaouennerezh e Lille, unan eus skolioù gwellañ bro-C’hall war ar vicher-se... hag evel-just heuliet stajoù e France-Soir, France Inter, Radio France Bretagne Ouest, Ouest France, betek al labour 1añ e-barzh ur radio ekonomek e Pariz. Meur a skridaozerezh disheñvel eta... an doare gwellañ evit kaout skiant-prenet !

 

AN DAROUESKER
(skrid e galleg : Claude Quero)



Bevañ a ra Jacky Cottier, darouesker a-vicher, e-barzh un ti-plouz, hent Molan el lanneg. Ur mailh eo war ar bleinerezh emgefreek.  War e leve emañ Jacky Cottier goude bezañ bet teknikour en ul labouradeg, met kenderc’hel a ra da respont d’an dud a c’houlenn gantañ mont gant an hent evit kemer perzh e daroueskennoù. Diaes eo dezhañ nac’h dre ma’z eo sot gant ar sport-se ! Un nebeud bloavezhioù-zo, en doa respontet Jacky d’ur gemennadenn verr evit kaout ur post a vleiner-hent. En em gavet e oa e-barzh ur c’hamion-daranviñ a ginnige abadenn an darouesker Jean Sunny hag e skipailh... Goude-se, en doa graet Jacky e ruilh kentañ, ha gant muioc’h a fiziañs ennañ e-unan, en doa erlerc’hiet un ezel eus ar skipailh. Adal neuze, o vezañ stummet ouzh ar stern, e oa deuet da vezañ ur gwir ezel eus skipailh Jean Sunny ha kemeret en doa perzh e meur a abadenn. Gant e vreur Eric en doa bevet Jacky ur gwir vuhez a dermaji. Gant e vicher e Orleans, ez ae da bep lec’h e bro C’hall gant e gamion hag e garaouan, e-pad an dibenn-sizhun hag ar vakañsoù, evit e abadennoù. Kalz goulenn a oa dezhañ gant skipailhoù a-lorc’h evit kas da benn ruilhoù, nijadelloù, lammadennoù digredus ha danjerus...Tamm ha tamm e oa deuet Jacky da vezañ ur gwir dave e-barzh bed an daroueskenn, met morse torr-gouzoug pe kamikaze. Gwelloc’h e oa gantañ komz diwar-benn resisted, rakwelad, skiant-prenet, hag ivez diwar-benn prientadur ar c’harr-tan dre ar munud... ur gwir den a-vicher eta ! War e boemenn emañ c’hoazh Jacky Cottier. Pleustriñ a ra c’hoazh gant e garr-tan ha labourat a ra gant e vab Romuald hag a zo barrek eñ war ar moto, ar c’huad hag ar skouter. Goulennit ar programm, kas a raio Jacky da benn ur gwir gwallzarvoud karr-tan gant flammennoù evit talvezout da embregadoù saveteadennoù d’ar bomberien ! N’eus ket plas evit ar primaozerezh... Pep tra a zo jedet ha kenurzhiet ! N’eo ket prest Jacky Cottier da lezel e dokarn. Bezant eo evit ar c’hevredigezhioù a zo ezhomm anezhañ.


 

LES RIAS


Abaoe ar bloavezh 2013, e teu da vezañ bro Gemperle ul leurenn digor en diavaez hag e-pad un nebeud devezhioù. Dañs, sirk, c’hoariva... Peadra a zo evit an holl, bugale ha tud gour, arbennigourien pe get. Savet evel ur veaj arzel gant red an dour, gouel ar Rias a bed ac’hanoc’h da zizoleiñ lec’hiennoù bro Gemperle dre grouadennoù nevez : abadennoù a vremañ liesdiskiblezhel, c’hoariva, dañs, sirk, arzoù kaer, evit an holl pe evit arbennigourien.

 


E miz Eost 2014 e oa bet degemeret e Bei daou gomedian deuet da c’hoari rolloù penngaserien ispisial… penngaserien a werzhe kumunioù. Ya, kumun Bei a zo bet lakaet e gwerzh ha prenerien erveziat a oa deuet. An ao. Boiron en doa displeget dezho penaos ober ur bostadenn vat e Bei. Galvet e oa bet meur a wech an arvesterien, mousgoapaus ha dic’hortoz e oa ar gaoz. C’hoarzhet a oa bet kalz.


 

Asambles gant kumuniezh Kemperle ha "Le Fourneau", kreizenn broadel arzoù ar straedoù, ez eus bet savet ur gouel dediet d'ar c'hoariva-straed. Arzourien, tud ar vro ha tud ar gouel a vev asambles mareoù awenet e-pad 5 devezh. Lakaet e vez war wel un arz rannet ha digor d'an holl.

 
 
Retourner au contenu | Retourner au menu