TOER-PLOUZ - BAYE

Aller au contenu

Menu principal :


Version en français, cliquez ici.



TOER-PLOUZ




E kumun Bei, daoust m’eo bihan, ez eus meur a embregerezh rannvroel hag etrevroadel, an embregerezh Le Pennec en o zouez. N’eo ket un ebat bezañ toer-plouz. Amzer re domm e-pad an hañv, re yen e-pad ar goañv. N’eo ket ur vicher vat evit an dud tapet gant ar vezevenn. An toer-plouz a rank anaout mat framm an doenn. N’eus skol stummañ ebet, stummet e vez an dud ouzh ar stern hag abalamour da-se n’o deus ket a ziplom. Kompren a reer e rank an toer-plouz fardañ e-unan e ostilhoù (marc’hoù-koad, melloù, h.a.). Soul a za mat-tre en dremmvro. An toennoù a valeg a ro ur grennder d’an hollad daoust da dinaou an doenn merket muioc’h eget un doenn c’hlas. Ar gwiskad korz-dour 30 cm treuz dezhañ a zegas ur gwrezdisfuiñ hag ur stengaeañ. Direbech eo hiziv-an-deiz an toennoù soul. Gant ar segal e teue gwechall logod, razhed, laboused... Ne c’hoarvez ket gant ar c’horz-dour ha solutoc’h eo. Ar soul a oa gwechall an dafar nemetañ evit teiñ un ti. Hadet e veze ar segal e miz Here ha troc’het e miz Eost ar bloaz war-lerc’h. Gant an dorn e vefe graet an eost hag an dornerezh dre m’o dije ar mekanikoù torret ar plouz. Ur wech peurzornet, e veze breuzet ar plouz bravañ gant ur rastell e koad ha gant bizied hir anvet “pincha”. Lakaet e veze goude e-barzh ur gobari savet gant daou viz koad sanket e-parzh ur plankenn. Pep mandosenn a veze staget gant daou liamm a blouz. Erfin, e veze renket ar mandosennoù er c’hrañj da c’hortoz bezañ implijet. Un doenn soul ne veze morse adnevesaet en ur wech. Nevesadurioù darnel a veze ezhomm ingal abalamour d’ar c’hementad bras ret a blouz, da badelezh al labour, da zisleberadur dizingal tuioù un doenn, da vreskted al leinienn hag an drein. Meneget e oa war al lizhiri-feurm e ranke ul lodenn eus toerezh ar savadurioù feurmet bezañ adnevesaet bep bloaz. Un doenn korz-dour a bad un tregont vloaz bennak. Priz un doenn korz-dour a zo daou-c'hement priz un doenn c'hlas, framm an doenn e-barzh. Kemenn d’an amatourien !!!



http://www.couverture-lepennec.fr/photos

 
Retourner au contenu | Retourner au menu